![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/57/Eino_Leino.jpg/640px-Eino_Leino.jpg&w=640&q=50)
Eino Leino
From Wikipedia, the free encyclopedia
Eino Leino (Armas Einar Leopold Lönnbohm e anv gwir) (6 a viz Gouere 1878 – 10 a viz Genver 1926) a oa ur barzh ha kazetenner eus Finland. Sellet a reer outañ evel unan eus barzhed veur al lennegezh finnek. En e skridoù eo mesket ar varzhoniezh vodern hag al lennegezh pobl finnek. Awenet e oa e varzhonegoù alies gant an natur hag ar garantez. Kalz anezho a denn da ganaouennoù ar C'halevala ha d'al lennegezh pobl. Hiziv c'hoazh e plij e oberenn da dud Finland.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/57/Eino_Leino.jpg/320px-Eino_Leino.jpg)