From Wikipedia, the free encyclopedia
An Eil Divizion Hobregonet (Panzerdivision) "Das Reich" a voe un divizion eus ar vegenn e Waffen-SS an Alamagn Nazi e-pad an Eil Brezel-bed, savet diwar ar rejimant SS-Verfügungstruppe. An divizion a gemeras perzh en aloubadeg bro-C'hall ha meur a emgann war talbenn ar Reter, evel Emgann Prokhorovka a-enep ar 5vet Arme Hobregonet eus ar Ward rusian en Emgann Kursk. E fin ar brezel e voe kaset d'ar c'hornôg da stourm e Normandi hag en Emgann Bulge, hag echuiñ en Hungaria hag en Aostria. Lazhadegoù Oradour-sur-Glane ha Tulle a voe kaset da benn gant lod eus o ofiserien.
E miz Eost 1939 e voe lakaet al Leibstandarte SS Adolf Hitler (LSSAH) hag an SS-Verfügungstruppe (SS-VT) dindan renerezh an Oberkommando des Heeres gant Adolf Hitler. Himmler a vroudas pennoù an NSDAP e vefe aotret an SS-VT da stourm dindan gourc'hemenn e urzhier o-unan, tra ma veze klasket gant an OKW kas an SS-VT da get penn-kil-ha-troad. Ne felle ket da Hitler asantiñ ouzh raktres Himmler nag hini an OKW, neuze e reas un trede dibab. Urzhiet e oa bet gantañ e c'hallfe an SS-VT stummiñ e zivizionoù e-unan, a-raok bout dindan gourc'hemenn an arme.
Framm ar rannarme e 1943:[1][2]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.