Ehud Olmert
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ehud Olmert (hebraeg : אהוד אולמרט), ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1945 e Binyamina e Kefridi Breizh-Veur Palestina, hiziv an deiz en Israel) a zo daouzekvet kentañ ministr Israel. Bet eo bet bezkentañ ministr ha ministr an arc'hant e gouarnamant Ariel Sharon azalek 2003. Dont a reas da vezañ ezel eus Kadima pa voe krouet ar strollad politikel-se. Evel m'eo raktreset e lezenn Israel e kemeras plas Ariel Sharon (kentañ ministr d'ar mare-se) azalek ar 4 a viz Genver 2006, e-keit ma oa Sharon en ospital. D'an 11 a viz Ebrel 2006 e voe embannet ne c'hallfe ket Sharon kenderc'hel gant e garg, Olmert a gemeras e blas da vat neuze. Touiñ le a reas d'ar 16 a viz Ebrel 2006, hag aozañ ur gouarnamant kenunvaniezh goude trec'h Kadima e dilennadegoù ar gannaded.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Israel |
Anv e yezh-vamm an den | אהוד אולמרט |
Anv-bihan | Ehud |
Anv-familh | Olmert |
Deiziad ganedigezh | 30 Gwe 1945 |
Lec'h ganedigezh | Nahalat Jabotinsky |
Tad | Mordechai Olmert |
Breur pe c'hoar | Irmi Olmert, Yossef Olmert |
Pried | Aliza Olmert |
Bugel | Dana Olmert, Shaul Olmert |
Yezh vamm | hebraeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, hebraeg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Kondaonet evit | bribery |
Micher | politiker, alvokad, advocate |
Bet war ar studi e | Hebrew University of Jerusalem |
Lec'h labour | Jeruzalem |
Strollad politikel | Kadima, Likoud |
Relijion | yuzevegezh |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2004 |