![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4f/EdwardI-Cassell.jpg/640px-EdwardI-Cassell.jpg&w=640&q=50)
Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Edouarzh Iañ, ganet d'ar 17 a viz Mezheven 1239, marvet d’ar 7 a viz Gouere 1307, a voe Roue Bro-Saoz adalek 1272 betek e varv e 1307. Longshanks (« divhar hir ») e oa e lesanv, rak un den bras e oa. Hennezh eo ar roue saoz a aloubas Kembre a-benn ar fin ha gantañ e voe lazhet Llywelyn ap Gruffudd, priñs diwezhañ Kembre, e 1282. Klask a reas lakaat e grabanoù war Bro-Skos ivez, en ur lakaat e vab Edouarzh II e penn ar vro-se, hogen ne baouezas ket ar brezelioù evit dizalc’hted Bro-Saoz, gant William Wallace ha Robert Bruce a zeuas da vezañ roue Bro-Skos e 1306.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4f/EdwardI-Cassell.jpg/320px-EdwardI-Cassell.jpg)