Dominique Fernandez
skrivagner gallek / From Wikipedia, the free encyclopedia
Dominique Fernandez zo ur skrivagner hag un akademiad gall, ganet e Neuilly-sur-Seine d'ar 25 a viz Eost 1929.
Mab eo da Ramon Fernandez, skridvarnour a genlabouras gant an Nazied da vare an Eil Brezel-bed.
Ur skolveuriadur a dapas war an italianeg e 1955 hag un doktorelezh e 1968. Kelenner eo bet e Napoli hag e Skol-veur Breizh-Uhel e Roazhon.
Skrivañ a ra romantoù hag esaeoù, awenet alies-mat gant Italia hag an arz barok. Meur a briz lennegel zo aet gantañ, en o zouez ar priz Goncourt e 1982 gant Dans la main de l'ange.
E 2007 eo deuet da vezañ ezel an Académie française hag en em ginnig e-unan evel an akademiad kentañ a ziskouez e heñvelrevelezh.