From Wikipedia, the free encyclopedia
An Diplôme national du brevet ("Diplom broadel ar Breved"), berraet gant ar stumm DNB, zo un diplom stadel gall a live 5 a dalvez da briziañ ar barregezhioù a c'hortozer digant skolajidi Bro-C'hall bezañ mestroniet e fin an Trede klas pe ar c'helc'hiad pevar (5vet, 4vet, 3vet klas)[1]. Etre 14 ha 15 vloaz dre vras eo oad ar re a dremen an arnodenn-se. N'eus ket ul liamm rik etre ar fed ma vefe roet an diplom gant ur juri departamantel hag an hent skol a vezo kemeret dre choaz gant ar skolajiad goude ar skolaj. Evit an elfenn-se ez eo ali rener ar skolaj hag ar c'huzul-klas a vez ar pouezusañ.
Krouet ez eus bet gant Diwan un diplom kevatal (hep talvoudegezh ofisiel) anvet an A.K.E.D (Arnodenn Kreiz Eil Derez)[2]
Goude adreizhadur ar skolaj e 2017 e chom an tu gant ar skolajidi da dremen al lodenn Istor-douaroniezh en ur yezh rannvroel penn-da-benn (brezhoneg, euskareg, korseg hag all). Ar yezh rannvroel a vez notennet ivez e-pad ar bloavezh war un hollad a 50 poent. Dre gomz ar Breved a c'hell bezañ tremenet evit an hanter gant ar yezh rannvroel ivez (notennet eo war un hollad a 100 poent).
Evit ar bloavezh 2017 ez eus bet 832 654 a skolajidi ha skolajiadezed o tremen an arnodenn[3] :
E 2023, ouzhpenn an Istor-douaroniezh hag ar c’helenn moral ha keodedel, eo bet aotreet ar skolidi da dremen al lodenn skiantoù e brezhoneg[4].
D'an 23 a viz Du 2024 eo bet resevet ul lizher gant rektorien Bro-C'hall. Dre ar c'helc'h lizher sinet gant Gabriel Attal, ministr an deskadurezh d'an ampoent, ne vo ket mui troet ar brevet e nep yezh all evit ar galleg. Un diskoulm e vefe hervezañ d'an dizingalded etre ar skolajidi [5]. Aotreet e chom tremen ul lodenn dre gomz e brezhoneg ha da respont d'ar goulennoù savet en Istor-douaroniezh e brezhoneg memestra [6].
Evit skolajidi an hentennoù divyezhek e vez an tu da dremen arnodenn ar Breved dre gomz en hanter gant ar yezh ouzhpenn d'ar galleg (ar brezhoneg, da skouer). Poentoù a vez roet e fin ar bloavezh hervez ma 'z eo bet tizhet al live mestroni war ar yezh goulennet e fin ar c'helc'hiad pevar pe an trede klas. Ouzhpenn-se e vez tremenet an Istor-douaroniezh e brezhoneg.
Tu zo da c'houlenn ouzhpennañ ur menneg war an diplom evit diskouez eo bet tremenet ar skolajiad dre un hentenn divyezhek ha tremenet neuze ar Breved gant un eil yezh<ref>(fr) < Circulaire relative à l'enseignement des langues et cultures régionales/ref>.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.