Didier Deschamps
From Wikipedia, the free encyclopedia
Didier Claude Deschamps, bet ganet d'ar 15 a viz Here 1968 e Baiona (Pireneoù-Atlantel, Bro-C'hall), a zo bet ur melldroader etrebroadel gall a-raok mont da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b9/Didier_Deschamps.jpg/220px-Didier_Deschamps.jpg)
Kreizer difenner e bost dezhañ war an dachenn, c'hoariet en deus e kleuboù meur en Europa : Football Klub Naoned, Olympique de Marseille, Jirondined Bourdel, Juventus Football Club (Torino, Italia), Chelsea F.C. (Londrez, Bro-Saoz) ha Valencia Club de Fútbol (Spagn) m'en deus gounezet titloù ha trofeoù sof-kont enne.
Gourdonet en deus en un nebeud kleuboù ivez - AS Monaco FC, Juventus Football Club, Olympique de Marseille - kent bezañ anvet da zibaber skipailh Bro-C'hall d'an 8 a viz Gouere 2012, oc'h erlec'hiañ Laurent Blanc.