Dañs Bekabe
From Wikipedia, the free encyclopedia
Dañs Bekabe zo un elfenn, an hini diorroetañ, eus an arz stag ouzh ar marv hag ouzh an Ankoù er Grennamzer, er XIVvet hag er XVIvet kantved. Taolenniñ a ra el lennegezh, el liverezh pe er gizellerezh, an holl dud, eus forzh petore renk sokial e vefent, ambrouget gant an Ankoù en eun doare diharzus en un ambrougadeg etrezek un tonkad boutin dezhe holl. Gwelout a reer ur pab, un eskob, ur manac'h, un impalaer, ur roue, un aotrou, ur soudard, ur bourc’hiz ha kement zo o vont an eil war-lerc’h egile...