From Wikipedia, the free encyclopedia
An drenkenn dezoksiribonukleek (berraet e TDN) zo ur volekulenn a gaver en holl vevien. Kavet e vez e nukleus ar c'helligoù eukariot, e kutoplasm ar c'helligoù prokariot, er mitokondriennoù hag er c'hloroplastoù. Lod eus ar viruzoù o deus ivez TDN serret en o c'hapsidenn.
En TDN emañ an holl ditouroù genetik a zo ezhomm anezho evit mont en-dro ar bevedeg. Gallout a raer keñveriañ an TDN ouzh ul levr keginañ, ennañ an holl rekipeoù evit gallout fardañ proteinoù, TRN...
Div neudenn nukleotidoù stag an eil ouzh eben a ya d'ober an TDN. Heuliad bazennoù an nukleotidoù a sav kodoù a c'hell bezañ lennet gant implij ar c'hod genetik. Titouriñ a ra war peseurt trenkennoù aminek a vo implijet evit sevel ar proteinoù. Molekulennoù sukr (an dezoksiriboz) ha fosfat, stag a bep eil, a ya d'ober skeledenn an TDN. Ar bazennoù zo stag outi. Peder bazenn zo en TDN : adenin (A), kutosin (C), guanin (G) ha timin (T).
An div neudenn nukleotidoù a vez liammet dre o bazennoù : guanin ouzh kutozin (G-K) hag adenin ouzh timin (A-T). Evel-se ez eus stumm un droellenn doubl gant an TDN.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.