Christian Danmark (1603-1647)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Christian Danmark ha Norge (1603 en Kopenhagen - 1647 en Gorbitz e-tal Dresden), a oa mab d'ar roue Christian IV Danmark ha d'e bried Anna Katharina von Brandenburg. Pennhêr rouantelezh Danmark ha Norge e oa.
- Ur pennad Frederik Christian Danmark zo ivez.
E 1625 e krogas Danmark da gemer perzh er Brezel Tregont Vloaz. Ar roue Christian IV a veze o vrezeliñ, e vab Christian a veze e penn ar gouarnamant. Kement-se a badas daou vloaz. Daoust da se en em gannas ivez Christian. Gloazet e voe e miz Du 1626. E 1627 e voe kaset da Holstein tost d'an harzoù, ha perzh a gemeras e seziz Segeberg. Kilañ a reas e arme pa voe aloubet kreisteiz Denmark ha Jutland, ha terriñ a reas e c'har. E 1626 e tarempredas Anne Lykke, ha bec'h a savas etre an tad hag ar mab. Klask a reas ar roue tamall dezhi bout sorserez, abalamour d'he levezon war e vab. Poent oa dimeziñ ar priñs.