From Wikipedia, the free encyclopedia
Charlotte Belgia, anvet ivez Carlota Mec'hiko (Marie Charlotte Amélie Augustine Victoire Clémentine Léopoldine he gwir anv) (1840-1927) , a oa ur briñsez velgiat, hag Impalaerez Mec'hiko tri bloaz-pad, adal 1864 betek 1867, pa voe fuzuilhet he fried Masimilian, arc'hdug Aostria hag impalaer Mec'hiko.
Ganet e oa e Laken (Belgia) , d'ar 7 a viz Mezheven 1840, ha marvet e Meise d'an 19 a viz Genver 1927. Merc'h e oa d'ar roue Leopold Iañ Belgia ha d'e bried Louise-Marie d'Orléans, merc'h d'ar roue gall Louis-Philippe Iañ. Daou vreur koshoc'h he doa, Leopold, dug Brabant ha Philippe, kont Flandrez (ur bugel all a oa bet, marvet en e gavell). Dipitet e oa an tad gant ur verc'h, ur mab a oa gwelloc'h evit bezañ sur a genderc'hel gant an dierniezh. Keniterv e oa Charlotte d'ar Rouanez Victoria ha d'he fried Albert von Sachsen-Coburg-Gotha. Mervel a reas he mamm pa ne oa ket dek vloaz c'hoazh. Treiñ a reas ar plac'hig virvidik da grennardez tristidik. Fiziet e voe he deskadurezh relijiel en tad Victor-Auguste Deschamps, breur da Vinistr an Aferioù Diabarzh, hag a voe anvet diwezhatoc'h da gardinal-eskob Malines. En 1856, tapet gant Charlotte he c'hwezek vloaz, setu daou baotr o tont da c'houlenn he dorn gant he zad: ar priñs Georg von Sachsen ha Pêr V , roue Portugal, an hini a blije d'ar Rouanez Victoria. E miz Mae avat en em gavas ar briñsez e Brusel gant an arc'hdug aostrian Masimilian, breur yaouankoc'h da Franz Josef Iañ, Impalaer Aostria, ha hoalet e voe gantañ.
D'ar 27 a viz Gouhere 1857 e voe lidet an eured e palez ar roue e Brusel.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.