Bundestag
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Bundestag alaman (alamaneg : Deutscher Bundestag) eo parlamant Republik Kevreadel Alamagn ma kaver dileuridi dilennet gant holl bobl Alamagn. Dre lezenn-diazez 1949 en deus kemeret plas ar Reichstag. Abaoe 1999 e vez bodet izili ar Bundestag e Berlin, er Reichstag, ur savadur bet renevesaet gant Norman Foster.
Fedoù berr-ha-berr Dasparzh (disoc'hoù dilennadegoù 2021) ...
Bundestag | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Izili ar Bundestag (23 a viz Mae 2002) | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Dasparzh (disoc'hoù dilennadegoù 2021) | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
Serriñ
Perzh ar Bundestag er vuhez politikel:
- Kenlabour a zo gant ar Bundesrat a-benn lakaat degemer lezennoù a dalvez er c'hevredad a-bezh, hag ivez degas kemmoù d'al lezenn-diazez. Gant ar Bundestag e vez peurwiriekaet ar feurioù-emglev etrebroadel ha votet budjed ar c'hevredad ivez.
- Dilenn a ra ivez ar c'hañseller ha kemer a ra perzh e dilenn ar prezidant ha dilenn barnerien ar c'hevread.
- Sellout a ra pizh ouzh ar pezh a ra ar gouarnamant hag ouzh ar pezh a ra an arme (Bundeswehr).