levr relijiel From Wikipedia, the free encyclopedia
Buhez ar Sent eo an anv a vez graet eus ul levr relijiel a zo bet lennet kalz war ar maez e dibenn an XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved. E gwirionez ez eus kaoz eus meur a levr disheñvel.
XVIIIvet kantved
Buez ar Sænt, evit gloar Doue, evit enor ar Sænt, evit sanctification an Eneou, Glaoda Marigo, Kemper, 1752. Adembannadur 1837 a c'haller lenn amañ.
XIXvet kantved
Buhé er Sænt, guet reflexioneu spirituel aveit pep dé ag er blai, J. Le Crom, Gwened, 1839.
Buhé er Sænt guet reflexioneu spirituel dré ur beleg ag en escobti (Loeiz Kilhere), Gwened, 1839.
Buhez ar Zænt lakeat e brezounec Leon gant an aotrou Perrot person a Blougonvelen, Brest, 1846. An aotrou Perrot-se eo Jakez Perrot (1804 -1877), genidik eus Sant-Pabu.
Buez ar Sænt, gant reflexionou spirituel, L. Prud'homme, 1855
Buez ar Zent, skrivet a nevez e brezounek gant ann aotrou Gabriel Morvan, chaloni euz a iliz kathedral Kemper, Teurgn, 1884. Adembannet meur a wech, e 1894, 1898, 1913.
Buez ar Zent, Kemper, Moulerezh Kerangal, 1894. Eil embannadur, adlennet ha reizhet gant Yann-Vari Nikolaz (1848-1899).
Trede embannadur e 1898: Moullerez A.Kaigre, ru Traverse, 18. Brest. Unan all a voe c'hoazh en 1913.
XXvetkantved
Buhé er Sent eit pep dé ag er blé (2 lodenn), J. Larboulet, Moullerezh Galles, Gwened, 1907.
Buez ar Zent great gant an aotrou Marigo, gwechall persoun Beuzec-Conq, kresket ha renevezet gant an aotrou Madeg persoun Sant-Segal, Brest-Kemper, 1911.
Buez ar Zent, gant Gabriel Morvan, 1913. Pevare embannadur
Buez ar Zent great gant an aotrou Marigo, nevezet evit an eil guech gant an aotrou Madeg, Brest, 1927. Hennezh eo an hini muiañ adembannet.
Tud zo a garfe implij stummoù an anvioù evel m'emaint e Buhez ar Sent, kentoc'h eget e geriadurioù nevesoc'h. Setu un nebeud anvioù tennet eus taolenn Buhez ar Sent ar bloavezh 1912, er bajenn 945: