Broioù keltiek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar broioù keltiek, pe Keltia evel ma reer anezho a-wechoù e brezhoneg, eo ar broioù ma komzer yezhoù keltiek.
|
A-wechoù e reer gant Keltia ivez evit komz eus hollad an douaroù poblet gant ar Gelted en istor, e-pad eil oadvezh an houarn, da lavarout eo Galia, Preden, Hibernia, Norika dreist-holl.
Un naoutur hag un anv krouet en XIXvet kantved eo, hag ul liv romantel zo dezhañ, evel d'ar gerioù Cambria ha Caledonia e saozneg, pe d'ar ger Armorique e galleg evit komz eus Breizh.
Diazezet eo war ar meno ez a ar broioù a orin keltiek, pe ma vez komzet yezhoù keltiek, d'ober ur gumuniezh, dezhi un hêrezh heñvel, un hêrezh hag a c'hall bezañ sevenadurel pe istorel, pe tennañ d'ar yezhoù keltiek.