Broc'h Amerika
From Wikipedia, the free encyclopedia
Broc'h Amerika (Taxidea taxus) zo ur bronneg a vev e Norzhamerika (kornôg ha kreiz Stadoù-Unanet Amerika, norzh Mec'hiko ha kreiz Kanada), en endroioù sec'h ha digor ma vez an douar aes da doullañ.
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Genad : | Taxidea | ||
Anv skiantel | |||
Taxidea taxus Schreber, 1777 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Un dremm tric'hornek en deus gant roudennoù du ha gwenn hag ur c'horf krenndev goloet gant ur vlevenn c'hris. Pavioù kreñv en deus, gant skilfoù hir ha lemm war e bavioù a-raok ha berroc'h war e bavioù a-dreñv.
Broc'hed Amerika a hemolc'h razhed-godell, gozed, moreganed pe pikaed. Debriñ a c'hell naered, evned hag amprevaned ivez. Un aneval-noz eo ha na c'hoañv ket, met ne vez ket gwall oberiant e-pad ar goañv, ma chom da gousket ar braz eus an amzer.
En e-unan e vev e-pad an darn vrasañ eus ar bloaz. E-pad an hañv e ouenn broc'hed Amerika met daleet e vez an dougen evit ma c'hanfe ar re vihan dindan an douar da vare fin ar goañv.