From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezelioù ar Relijion a reer eus ur mare brezel-diabarzh e Bro-C'hall etre Katoliked ha Protestanted (anvet Hugunoded) etre 1562 ha 1598. Marvet e oa etre daou ha pevar milion a dud a oa bet muntret, marvet gant an naon pe diwar kleñvedoù. Galloud roueel Bro-C'hall a oa bet gwanaet kalz.
Rann eus | brezelioù ar relijion en Europa |
---|---|
Lec'h | Rouantelezh Bro-C'hall, Frañs |
Deiziad | Ebrel 1598 |
Deiziad kregiñ | 1562 |
Abeg pennañ | Hugunoded |
Efed | Herri IV, Skrid-embann Naoned |
Unan eus brudetañ darvoud ar brezelioù-se e oa bet Lazhadeg Sant Berteleme e 1572. Ar stourmadennoù a oa paouezet gant ur skrid-emglev sinet e Naoned e 1598. Herri Navarra, hag a oa troet da gatolik e 1593 ha lakaet da roue evel Herri IV Bro-C'hall, en devoa roet frankiz ha gwirioù d'an Hugunoded. En desped da se e chome kalzik katoliked enebet ouzh ar brotestanted hag ouzh ar roue Herri betek lazhañ anezhañ e 1610, ar pezh a voe abeg da emsavadegoù Hugunoded adarre er bloavezhioù 1620.
Tennderioù a oa etre ar gristenien, abaoe ar bloavezhioù 1530, rannet etre ar gatoliked niverusoc'h, en un tu, hag ar brotestanted, en tu all. Ar gudenn vrasañ evit kurunenn Bro-C'hall a oa gwelet ar vro o vezañ rannet goustadik hervez kredennoù an dud. Marv Herri II Bro-C'hall e miz Gouhere 1559 a oa bet an darvoud a blantas reuz hag a roas lañs d'ar stourm evit ar galloud etre Caterina de' Medici, intañvez ar roue, hag an noblañsoù bras. E-touez an noblañsoù bras e oa meur a du, unan katolik strizhkredennour renet gant an tiegezhioù Guise ha Montmorency. En tu all e oa ar brotestanted renet gant an Tiegezh Condé ha Jeanne d'Albret. Pep tu a oa harpet gant galloudoù estren evel Spagn ha Savoia o sikour ar gatoliked, ha Rouantelezh Bro-Saoz ha Republik an Izelvroioù o harpañ ar brotestanted.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.