Brezelioù Italia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezelioù Italia (Guerre d'Italia pe Grandi Guerre d'Italia en italianeg) a lavarer eus un heuliad brezelioù graet gant Rouaned Bro-C'hall en Italia er XVIvet kantved, entre 1494 ha 1559. Kregiñ a reas ar brezelioù adalek 1494, ha padout a rejont betek 1559. Perzh a gemeras an darn vrasañ eus stadoù Europa: Bro-C'hall, Spagn, an Impalaeriezh santel roman german, Bro-Saoz, Republik Venezia, Stadoù ar Pab, an darn vrasañ eus keodedoù Italia, hag ivez an Impalaeriezh otoman.
Da gentañ ne oa nemet un tabut tiegezhel evit difenn gwirioù ar rouaned c'hall evel hêred war rouantelezh Naplez ha dugelezh Milano, met buan e voe brezelioù evit gounit douaroù ha galloud en Italia, hag en Europa zoken, hag ivez emglevioù savet ha dispennet, taolioù trubarderezh alies.
E dibenn ar brezelioù e voe kreñvaet galloud Spagn dreist da stadoù all Europa, pa oa an darn vrasañ eus Italia en he dalc'h (rouantelezh Naplez, dugelezh Milano, Stato dei Presidii), war eeun pe get; ar stadoù italian chomet emren e oa Republik Venezia, Dugelezh Savoia (liammet ouzh ar Rouantelezh c'hall), ha Stadoù ar Pab, goude ma ne oant ket ken dizalc'h ken abalamour ma n'halle ket ar pab tremen hep Spagn evit e skoazellañ da lakaat ar C'hempenn enepprotestant da ren en Europa.