From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Brezel etre Japan ha Rusia (8 a viz C'hwevrer 1904 – 5 a viz Gwengolo 1905) a oa bet ur brezel etre Impalaeriezh Rusia hag Impalaeriezh Japan. Diaz ar brezel a oa an enebiezh impalaeriel evit perc'henniñ tiriadoù Manchouria ha Korea. Darn eus an emgannoù a oa bet dalc'het e ledenez Liaodong ha Mukden e su Manchouria hag er morioù tro-dro Korea, Japan hag ar Mor Melen.
Brezel etre Bro-Japan ha Rusia | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Adal an nec'h : ar Morreder rusian Pallada e Porzh Arzhur, troadegiezh Bro-Japan o treuziñ ar stêr Yalu Marc'hegiezh Rusia e Moukden, Morreder rusian Varyag ha kanolierez Korietz e Bae Chemulpo | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Impalaeriezh Japan | Impalaeriezh Rusia | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Impalaer Meiji Katsura Taro Ōyama Iwao Kodama Gentarō Nogi Maresuke Kuroki Tamemoto Oku Yasukata Itō Sukeyuki Tōgō Heihachirō | Nikolaz II Aleksey Kuropatkin Anatoly Stessel Oskar Gripenberg Yevgeni Alekseyev Stepan Makarov † Wilgelm Vitgeft † Robert Viren Zinovy Rozhestvensky | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Etre 300 000 ha 500 000 soudard | Etre 500 000 hag 1 milion soudard | ||||||
Kolloù | |||||||
47 152–47 400 lazhet 11 424–11 500 marvet eus o gloazioù 21 802–27 200 marvet diwar gleñvedoù | 34 000–52 623 lazhet pe marvet eus o gloazioù, 9 300–18 830 marvet diwar gleñvedoù, 146 032 den gloazet, 74 369 den prizoniet |
Rusia a voe trec'het meur a wech gant Japan met an Tzar Nikolaz II a oa kendrec'het e oa Rusia o vezañ trec'h. Gant ar soñj-se e kasas nerzhioù ouzhpenn er stourm. Goustadik e komprenas ne oa ket tu da c'hounez. E seizh gwellañ a reas neuze evit chom hep sinañ un arsav-brezel mezhus. Ar brezel a baouezas goude feur-emglev Portsmouth, dindan evezh ar prezidant eus Stadoù-Unanet Theodore Roosevelt. Trec'h peurglok Impalaeriezh Japan a vamas an dud er bed holl. Kemmañ a reas kempouez an nerzhioù en Azia. Impalaeriezh Japan a oa deuet da vezañ ur galloud bedel.
Goude an Adsav Meiji e 1868, ar gouarnamant Meiji a grogas da dennañ splet eus mennozhioù ha doareoù ober broioù ar C'hornôg. Ar pal a oa adpakañ ar buanañ ar gwellañ an dale war ar broioù-se. War an dachennn deknikel ha milourel e voe graet ul lamm a-raok bras-spontus gant impalaeriezh Japan. E fin an XIXvet kantved e oa deuet Japan da vezañ un nerzh greantel ha modern. Ar Japaniz a glaske bezañ anavazet gant broioù galloudus ar bed. An adsavidigezh Meiji a oa diazezet war ar vennad da sevel ur Japan modern ha galloudus, met o terc'hel d'e dibarelezhioù.
Nozvezh an 8 a viz C'hwevrer 1904, flodad brezel Japan an Amiral Tōgō Heihachirō a grogas gant an obererezh brezel kentañ o tagañ listri-brezel eus Rusia eoriet e Porzh Arzhur dre souezh. An dagadenn a labezas a-grenn an Tsesarevich hag ar Retvizan, listri-brezel ponnerañ Rusia e Reterazia, hag al lestr-brezel 6 600 tonenn Pallada. An tagadennoù-se a roas tu da gregiñ gant an emgann gwirion ar mintinvezh war-lec'h. un heuliad emgannoù war-vor a voe met hep kaout un disoc'h anat evit un tu. An Amiral Tōgō ne c'helle ket dont re dost diouzh ar porzh dre ma oa difennet ar flodad bigi brezel rusian gant kanolioù an arvor, ar Rusianed eus o tu ne oant ket gwall entanet da guitaat difennoù ar porzh, dreist-holl goude marv an amiral Stepan Osipovich Makarov d'an 13 a viz Ebrel 1904. Daoust ma chome didrec'h o nerzhioù en emgann, an dagadenn dre souezh he doa sabatuet ar rusianed a soñje e vije bet aes trec'hiñ er brezel-se a-raok ma krogfe. Al listri rusian all a chomas kuzhet er porzh.
An emgannoù-se a servijas da guzhañ ha da zifenn dilestradeg nerzhioù lu impalaeriezh Japan e-kichen Incheon e Korea. Adal Incheon ar Japaniz a aloubas Seoul ha goude-se peurest ar vro. e fin miz Ebrel, lu Impalaeriezh Japan dindan urzhioù Kuroki Itei a oa prest da dreuziñ ar stêr Yalu evit mont etrezek douaroù Manchouria e-dalc'h Impalaeriezh Rusia.
Ar Japaniz a glaske difenn implij Porzh Arzhur gant ar Rusianed. E-pad nozvezh an 13–14 a viz C'hwevrer, nerzhioù lu Japan a glaskas stoufañ ar porzh en ur gas d'ar strad bigi er ganol zonañ. Siwazh dezho e oa re vihan ar bigi evit dont a-benn eus ar c'hefridi. Adkroget e voe ar memes tro e-doug nozvezh an 3–4 a viz Mae met ur wech c'hoazh e voe ur c'hwitadenn.
E miz Meurzh ar besamiral Makarov a oa e-penn kentañ skouadron flodad rusian ar Meurvor Habask. Evitañ e oa anat e oa ret terriñ ar seziz lakaet war ar porzh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.