Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Brezel diabarzh e Stadoù-Unanet Amerika etre 1861 hag 1865 / From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel digevrediñ pe Brezel diabarzh amerikan, anvet "the Civil War" er Stadoù-Unanet hag a wechoù "the War of Northern Aggression" pe "second war of independence" gant an dud a-du gant stadoù ar su, a zo ur brezel diabarzh c'hoarvezet etre 1861 hag 1865, hag a empleg Stadoù-Unanet an "Unaniezh", renet gant Abraham Lincoln, hag ar "Stadoù Kengevreet Amerika", renet gant Jefferson Davis hag a gevrede unnek Stad eus ar su (Su ar Stadoù-Unanet) hag o doa digevredet diouzh ar Stadoù-Unanet.
Moranv | War Between the States, War of Northern Aggression |
---|---|
Anv berr | Civil War |
Lec'h | Southern United States, Northern United States |
Heuliet gant | Second American Civil War |
Deiziad kregiñ | 12 Ebr 1861 |
Deiziad echuiñ | 9 Ebr 1865 |
Perzhiad | Union, Stadoù Kengevreet Amerika |
Abeg pennañ | sklavelezh e Stadoù-Unanet Amerika |
Abeg kentizh | 1860 United States presidential election, secession of the Southern United States, emgann Fort Sumter, President Lincoln's 75,000 Volunteers |
Efed | Emancipation Proclamation, Ten percent plan, Thirteenth Amendment to the United States Constitution, Reconstruction Era |
Studiet gant | Istor milourel Stadoù-Unanet Amerika |
Has contributing factor | Fugitive Slave Act of 1850, Kansas–Nebraska Act, Dred Scott v. Sandford, argadenn John Brown war Harpers Ferry, 1860 Democratic National Convention |
An unaniezh a oa enni an holl stadoù a-enep ar sklaverezh ha pemp stad sklaver, renet gant Abraham Lincoln hag ar strollad republikan. Hemañ a oa a-enep emled ar sklaverezh (hep bezañ a-enep ar sklaverezh end-eeun) war douaroù ar Stadoù-Unanet, ha trec'h ar republikaned e dilennadegoù prezidantel ar Stadoù-Unanet e 1860 a zegas ur digevrediñ a-berzh seizh Stad eus ar su, a-raok na vije kemeret ar sez gant Lincoln.
Pevar bloaz brezel drastus a voe gant 620 000 betek 750 000 soudard lazhet, an niver uhelañ uheloc'h evit sammad kolloù soudarded Stadoù-Unanet Amerika e-pad ar C'hentañ Brezel-bed hag an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe darn frammadurioù Su SUA. E-fin ar brezel e voe roet lamm d'ar C'hengevread ha difennet ar sklavelezh er vro a-bezh. Mare an adsavidigezh (The Reconstruction Era) (1863–1877) goude ar brezel, gant ar pal pennañ da adunaniñ ar vro, a roas un nerzh kreñvoc'h d'ar gouarnamant war an holl Stadoù kevredet en unaniezh.