Brezel Viêt Nam
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel Viêt Nam, e vietnameg Chiến tranh Việt Nam, pe Eil brezel Indez-Sina, pe c'hoazh Brezel da dalañ ouzh Amerika (e vietnameg Kháng chiến chống Mỹ) a vez graet eus ar brezel a reas e reuz e-pad prantad ar Brezel Yen, e broioù Viêt Nam, Laos ha Kambodia, etre ar 1añ a viz Du 1955 ha kouezhadenn Saigon d'an 30 a viz Ebrel 1975. Brezel a zo bet etre Republik Demokratel Viêt Nam, en norzh (harpet gant an URSS, Sina hag he c'hevredidi komunour) ha Republik Viêt Nam er su (harpet gant ar Stadoù-Unanet hag o c'hevredidi enepkomunour). Heuliañ a ra Kentañ brezel Indez-Sina (1946-1954) kollet gant ar C'hallaoued en Dien Bien Phu. Padout a reas hogos 20 vloaz, hag ar Stadoù-Unanet a gemeras perzh ennañ betek 1973. Astenn a reas ar brezel er broioù amezek, o lakaat ar brezel diabarzh e Laos d'ober e reuz gwashoc'h c'hoazh. E fin ar brezel e 1975 e oa aet an teir bro da Stadoù komunour.
Brezel Vietnam | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezelioù Indez-Sina hag ar Brezel Yen | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Norzh Viêt Nam Viet Cong Pathet Lao Republik Pobl Sina Unaniezh soviedel Norzhkorea | Su Viêt Nam USA Sukorea Aostralia Zeland-Nevez Rouantelezh al Laos Kambodja Republik Khmer Thailand | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Văn Tiến Dũng Trần Văn Trà Hoàng Cầm Le Duc Anh Dinh Duc Thien Vu Lang Nguyễn Hữu An | Phạm Văn Đồng Nguyễn Văn Toàn Nguyen Hop Doan | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Norzh Viêt Nam : 650 000 e 1975 Viet Cong : 300 000 d'ar muiañ e 1968 | Su Viêt Nam : 650 000 e 1975 543 482, d'ar muiañ d'an 30 a viz Ebrel 1969 | ||||||
Kolloù | |||||||
Norzh Viêt Nam : 1 100 000 soudard, 65 000 sivil lazhet | Su Viêt Nam : 223 748 soudard, 420 000 sivil lazhet Stadoù-Unanet : 58 209 den lazhet, 47 378 lazhet en emgannoù |