![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/59/Adolfas_Ramanauskas-Vanagas.jpg/640px-Adolfas_Ramanauskas-Vanagas.jpg&w=640&q=50)
Breudeur ar C'hoadeier
From Wikipedia, the free encyclopedia
Breudeur ar C'hoadeier (estoneg : metsavennad, latveg : mežabrāļi, lituaneg : miško broliai) a oa anv partizaned enep-komunour ha broadelourien a orin eus teir bro : Estonia, Latvia ha Lituania. Ul lodenn anezho a oa bet emouestlet pe rediet da emouestlañ er Waffen-SS e-pad ar Brezel war Talbenn ar Reter (1941-1945).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/59/Adolfas_Ramanauskas-Vanagas.jpg/640px-Adolfas_Ramanauskas-Vanagas.jpg)
A-feur ma tec'he al luioù Nazi eus ar broioù balt e teue anatoc'h-anatañ da dud ar broioù-se ne vefe ket adrentet o dishualded d'o bro (dieub abaoe 1918) met e oa un aloubadeg gant an URSS. Kroget e voe gant broadelourien ar vro ur guerrilla enep-komunour oc'h implij ar c'hoadeier evit bevañ hag en em guzhañ. Etre 50 000 ha 170 000 den a emezelas en aozadur, ar stourm a badas dreist-holl betek 1953 pa varvas Stalin hag e voe kinniget un distaoladeg.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6f/Kalju_Jakobsoo_Leegion-2008-09-21-222777.jpg/640px-Kalju_Jakobsoo_Leegion-2008-09-21-222777.jpg)