![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/47/Pretzel_01-14.jpg/640px-Pretzel_01-14.jpg&w=640&q=50)
Bretzel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar bretzel (diwar an henalamaneg : Brezitella) pe c'hoazh Bretzel, Brezl, hag ivez Breze, Brezn (e Bavaria hag en Aostria), Bretzet pe Bretzga (e Schwabia) pe Bretschl, a zo ur wastell holenet fardet diwar toaz briochenn, dezhi stumm ur skoulm bras. Ur meuz dibar a-orin eus Elzas hag eus Alamagn eo. En Alamagn ez eo arouez ar vouloñjerien abaoe penn-kentañ ar XIVvet kantved, hag e dielloù' zo e vez lavaret e veze implijet da arouez ar vouloñjerien ken abred hag e 1111 . Marteze a-walc'h ez eo ur bretzel a weler ivez el levr Hortus Deliciarum, bet savet e XIIvet kantved en Elzas. Implijet e vez ivez da arouez ar vouloñjerien en Aostria. Brudet eo ivez ar bretzel er Stadoù-Unanet hiziv an deiz. Gant divroidi alaman ha suis e voe degaset eno en XVIIIvet kantved. Hiziv an deiz e reer ivez breztel eus gwastilli bihan strakus ha goloet gant holen gros a vez debret da vare an digor-kalon.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/47/Pretzel_01-14.jpg/640px-Pretzel_01-14.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/91/Hortus_Deliciarum_1190.jpg/320px-Hortus_Deliciarum_1190.jpg)