Brač
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brač (distaget [ˈbɾaːtʃ] e kroateg), pe Brazza (en italianeg), zo un enezenn eus Dalmatia, war aod Kroatia. En em astenn a ra war 396 km² hag an trede enezenn vrasañ eo e Mor Adria. Poblet eo gant 13 000 den, o chom e meur a geriadenn, an hini vrasañ anezho o vezañ Supetart, gant 3 500 a annezidi. Ul linenn bigi zo da vont eus porzh Split, war an douar-bras, d'an enezenn.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ed/Brac_locus.jpg/320px-Brac_locus.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/34/Brac-Hafen.jpg/640px-Brac-Hafen.jpg)