Boko Haram
From Wikipedia, the free encyclopedia
Boko Haram ("berzet eo deskadurezh ar c'hornaoueg", eus ar saozneg book "levr" hag an arabeg حرامharam "ar fall akuizitet") eo an anv boas roet d'an aozadur anvet ent-ofisiel جماعة اهل السنةللدعوة والجهاد, jamā'at ahl as-sunna li-d-da'wa wa-l-jihād « bodadeg sunnit evit ar prezegerezh hag ar djihad »).
E 2002 e voe savet al luskad-se hag a stourm feuls ouzh gouarnamant Nigeria. Diazezet eo dreist-holl e biz ar vro hag e bal eo lakaat ar charia, lezennoù an islam, da dalvezout er vro a-bezh.
Lakaet eo Boko Haram war roll an aozadurioù spont gant broioù evel ar Stadoù-Unanet hag aozadurioù evel Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet.
D'ar 7 a viz Meurzh 2015 e tisklêrias rener Boko Haram, Abubakar Shekau, e ra e aozadur al le a feizleunder d'ar Stad Islamek (Da‘ech).