Un talbenn broadelour eo Bloc'had Broadelour Galiza (BBG) (galizeg Bloque Nacionalista Galego (BNG)) krouet e 1982.

Thumb

Pal diwezhañ BBG eo emrenerezh Galiza dre ur strategiezh diazezet war kemmoù an eil war-lerc'h egile e-keñver ar strukturioù politikel e plas hiziv. da lâret eo dre ledanaat tachenn an aferioù m'emañ Galiza kiriek dezhe kentoc'h evit Stad Spagn.

Embanner broadel ar BBG a zo Ana Pontón.

Abaoe 2001 betek ar mouezhiadegoù e Kumuniezh Damemren Galiza e oa BBG an eil aozadur politikel e Breujoù Galiza, gantañ 17 dileuriad, un tammig muic'h evit Strollad Sokialour Spagn (PSOE). E 2005 avat, daoust a ha ma voe kollet neubeudig a voezhoù gante, ez eas ar maout gant PSOE er mouezhiadegoù o tiskenn niver dileuridi BBG betek 13. Cheñch a reas penn d'ar vazh koulsjkoude, rak kollet e voe d'ar c'houlz-se ivez ar muiañ-niver gant ar strollad dehour Strollad Poblek (PP) ha neuze e vo gouarnet ar vro gant Strollad Sokialour Spagn asamblez gant Bloc'had Broadelour Galiza.

Tapet e oa bet ivez gant ar Bloc'had 0,8% eus ar mouezhioù evit Breujoù Spagn e 2004 gant daou dileuriad.

Kollet e voe dileuriad nemetañ BBG e Breujoù Europa da geñver ar mouezhiadegoù e 2004.

N'eo ket ar Bloc'had nag ur strollad nag ur c'henstrollad politikel, met kentoc'h un talbenn, da lâret eo daosut ma'z eus en diabarzh un nebeud strolladoù, an darn vrasañ eus izili ar Bloc'had n'int ket ezel eus strollad pe strollad all ha pep ezel eus ar Bloc'had en deus an hevelep gwirioù hiniennel pa vez ezel eus ur strollad diabarzh all pe get. Diazezet war ur sistem "bodadennel" eo ivez.

Setu roll an aozadurioù ha strolladoù politikel a gaver e diabarzh ar Bloc'had:

  • Esquerda Nacionalista (EN, "Tu-kleiz Broadelour"): Strollad sokial-demokratel. Prezidant ar strollad-mañ e oa bet Xosé Manuel Beiras.
  • Unidade Galega (UG, "Unvaniezh Galiza"): Strollad sokial-demokratel. Penn ar strollad: an ez-dilueriad evit BNG e Parlamant Europa Camilo Nogueira. Divodet ez-ofisiel.
  • Inzar: savet p'en em genstrollas ar strollad maoour spagnolat Movimiento Comunista de España (MC) ("Luskad Komunour Spagn") hag ar strollad trotskour spagnolat Liga Comunista Revolucionaria (LCR) ("Kevre Komunour Dispac'hel"). Aet eo da get an da aozadur-se e Galiza hag ur strollad emren penn-da-benn eo Inzar hiziv.


Liammoù diavaez:

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.