From Wikipedia, the free encyclopedia
Bjørnøya (Enez an arzhed e norvegeg) zo un enezenn eus Norvegia, en enezeg Svalbard. Emañ e Mor Barents, hanter hent etre Spitsbergen ha Kab an Hanternoz.
Kavet e voe an enezenn gant Willem Barentsz ha Jacob van Heemskerk d'an 10 a viz Mezheven 1596, hag anvet e voe "enez an arzhed" ganto abalamour ma weljont un arzh gwenn eno. Abaoe 1920, pa voe sinet feur-emglev Svalbard, eo anavezet end-ofisiel emañ Bjørnøya e dalc'h Norvegia. Daoust m'eo ul lec'h distro ha digenvez ez eus bet tud o labourat eno er c'hantvedoù tremenet : mengleuzierien, pesketaerien, balumetaerien. Didud eo bremañ war-bouez un nebeud tud a labour e savlec'h hinouriezhe Herwighamna. E 2002 e voe embannet e oa ur mirlec'h natur eus an enezenn, gant ar mor a zo tro-dro.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.