Rummatadur ar beved a reer amañ eus rummatadur filogenetek ar boudoù bev, a zo diazezet war al liammoù kerentiezh a zo etrezo diwar hêrezh perzhioù deuet eus un hendad boutin.
En XXvet kantved e voe boulc'het ar rummatadur-se, a zo war sevel hiziv c'hoazh. Distroadet eo bet ar rummatadur klasel
a oa bet savet diwar heñvelderioù evel an endro hag an doareoù pennañ ; kement a gemmoù zo bet degaset gant ar rummatadur filogenetek ma ne gomzer mui eus mellkeineged, stlejviled pe besked abalamour ma n'eus perzh filogenetek ebet en termenadur-se.
|
|
- Emeur o klask hizivaat ar pennad Classification phylogénétique du vivant, a zo dispredet un tamm (2014), ha lakaat an anvioù etrebroadel latin.
- Amañ dindan e kavor kinnig un daolenn enni an tri damani ; klok eo an daou zamani kentañ, gant ar skourradoù (mat en Ebrel 2019).
- Ken ledan eo an trede damani, Eukaryota, m'emañ ar skiantourien o vreutaat c'hoazh diwar e benn.
al labour a chom d'ober
- Gwellaat stumm an daolenn (ha ne vefe ket gwelloc'h reiñ stumm ur wezenn dezhi, ar beved en traoñ ha delioù pakañ/dispakañ evel ar skourradoù bremañ) ?
- Klokaat an daolenn, evel-just, betek an holl skourradoù.
- Pa vo bet termenet ur stumm helennus hag a ya en-dro e c'hellfed krouiñ ur pennad Rummatadur ar beved ha, gant ma vo sonn an titouroù, kenderc'hel gant al liveoù izeloc'h : kevrennad, urzhiad, kerentiad, genad ha spesad.
- Liammoù nann-ofisiel evit sikour : (en) NCBI Taxonomy Browser & Wikispecies (Taxon Navigation) & The PhyloCode
|
Arnodomp, kinnigomp, breutaomp ha tamm-ta-tamm e vo takonet e vragoù da Donton ! |
|
Fedoù berr-ha-berr Piv on ? ...
Serriñ