Berenguela Kastilha, pe Berangaria (1179 pe 1180 – 8 a viz Du 1246), a voe rouanez kenseurt León (etre 1197 ha 1204), ha rouanez Kastilha e 1217.

Thumb
Poltred faltazius Berenguela Iañ Kastilha.

Ganet e oa, e 1179 pe 1180, e Burgos. Merc'h e oa da Alfonso VIII Kastilha (1156-1214) ha d'e bried saoz Leonor Plantagenet. Div vatezh a reas war-dro an infantez a voe roet madoù dezho: Estefanía, a voe roet douar dezhi gant ar rouaned, pan eas war he leve, e Mae 1181, hag Elvira he devoe kemend-all e 1189 war c'houlenn Berengaria.

Evel merc'h henañ, ha pennhêrez kurunenn Kastilha, e oa klask warni. Ouzhpenn-se e oa marvet breudeur yaouankoc'h dezhi. Da gentañ e voe prometet, e 1187, da eizh vloaz, da Gonrad, Dug Rothenburg ha pempvet mab an Impalaer santel Friedrich Iañ Barbarossa. Bloaz goude e voe anvet konrad da varc'heg gant danvez e dad-kaer. Ne voe eured ebet etrezo. E 1191 e nac'has eurediñ dezhañ, marteze peogwir he devoa klevet kaoz eus brud fall ar marc'heg, a voe muntret e Durlach en 1196, hervez a voe kontet, gant un ozhac'h, pa oa an dug o wallañ e wreg.

E 1198, d'he c'henderv Alfonso IX León, evit skoulmañ ar peoc'h etre he zad hag eñ. Pemp bugel o doe, met torret e voe an eured gant ar pab Inosant III. Pa varvas he zad-hi e voe lakaet da rejantez Kastilha evit he breur yaouank Enrique Iañ Kastilha. Mervel a reas Enrique en 1217, ha setu hi rouanez. Ha hi neuze da reiñ he rouantelezh d'he mab Fernando III, dre ma kave dezhi ne c'hallje ket ur vaouez ren Kastilha gant nerzh a-walc'h. Daoust da se e chomas da guzulierez en e gichen.


He bugale

Pemp bugel he doe:

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.