![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9d/Flag_of_Angola.svg/langbr-640px-Flag_of_Angola.svg.png&w=640&q=50)
Banniel Angola
From Wikipedia, the free encyclopedia
Banniel Angola zo banniel broadel Angola abaoe an 11 a viz Du 1975, deiz dizalc'hiezh ar vro. Tennañ a ra da vanniel an MPLA, ar strollad politikel a ren er vro.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9d/Flag_of_Angola.svg/640px-Flag_of_Angola.svg.png)
Rannet eo e div vandenn : unan zu en traoñ, arouez kevandir Afrika, hag unan ruz e krec'h, arouez ar gwad skuilhet gant Angoliz evit o bro. E-kreiz ar banniel ez eus ardamezioù melen : an hanterenn eus ur rod dantek (arouez al labourerien hag an industriezh), ur gontell-droc'h (arouez al labourerezh-douar) hag ur steredenn.