Avisenna
From Wikipedia, the free encyclopedia
Abū ‘Alī al-Husayn ibn ‘Abd Allāh ibn Sīnā, ent-berr ibn Sīnā, bet latinaet e anv en Avisenna (perseg : ابو علی الحسين بن عبد الله بن سينا ), a oa ganet d'ar 7 a viz Eost 980 nepell eus Boukhara (en Ouzbekistan hiziv) ha marvet e miz Eost 1037 e Hamadan (Iran). Ouzbek e oa e dad, tadjik e vamm. Bevet ha labouret en deus dreist-holl en Iran a vremañ, rannet d'ar prantad-se e meur a emirelezh.
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Avisenna
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Samanid Empire, Ziyarid dynasty, Buyid dynasty |
Anv e yezh-vamm an den | ابن سینا |
Anv ganedigezh | أبو علي الحسين بن عبد الله بن الحسن بن علي بن سينا |
Anv | أبو علي الحسين بن عبد الله بن الحسن بن علي بن سينا |
Deiziad ganedigezh | 980 |
Lec'h ganedigezh | Afshona |
Deiziad ar marv | 18 Mez 1037 |
Lec'h ar marv | Hamadan |
Lec'h douaridigezh | Avicenna Mausoleum |
Yezh vamm | perseg |
Yezhoù komzet pe skrivet | arabeg, perseg |
Karg | vizier |
Studier | Bahmanyār |
Bet studier da | Abu Sahl 'Isa ibn Yahya al-Masihi |
Lec'h annez | Ray, Bukhara, Urgench, Gorgan, Hamadan |
Relijion | Islam |
Oberenn heverk | Canon of Medicine, The Book of Healing, Al-isharat wa al-tanbihat |
Present in work | Divina Commedia |
Prantad | Islamic Golden Age |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Serriñ
Unan eus prederourien pennañ ar bed islamek eo bet Avisenna : war un dro filozofour, skiantour ha mezeg ; politikour (vizir, e Hamadan) eo bet ouzhpenn-se e-pad ur pennad. Skrivet en deus bet en arabeg aliesañ, e perseg a-wechoù.