From Wikipedia, the free encyclopedia
An askorn uheñvel pe askorn an teod eo askorn nemetañ ar skeledenn ha n'eo ket koublet gant eskern all. Emañ a-us d'ar c'harloc'henn en araog ar gouzoug, dindan diaz an teod.
Pemp pezh a ya d'ober an askorn uheñvel : ar c'horf, ar c'herniel bras hag ar c'herniel bihan. Liammet eo e arc'hwelioù (pe kefridioù) gant ar vouezh hag ar c'hlukañ.
Meur a gigenn eus ar garvan zo stag outañ hag ivez kigennoù a dalc'h ha fiñv an teod, ar c'harloc'henn hag ar c'hargadenn. E penn ar c'herniel bras eo stag migorn skoed ar c'harloc'henn (an aval-gouzoug) p'emañ penn ar c'herniel bihan stag ouzh stilhonoù an askorn ividig.
N'hall an askorn uheñvel bezañ torret nemet gant ur gwask kreñv ha padus. Er vezegiezh-lezenn e prou ur marv gant an tag.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.