From Wikipedia, the free encyclopedia
An armoù implijet gant ar Rezistañs diabarzh e Breizh eus 1940 betek 1944 a-enep d'an arme alaman ha d'ar genlabourerien tost outi a emdroas hervez doare hec'h oberennoù eus un tu, ha barregezhioù ha youl ar Gevredidi da bourveziañ anezho eus an tu all.
Diouzhtu goude aloubadeg miz Even 1940 e krogas an oberennoù rezistañs e Breizh. Tarvadennoù e oant peurliesañ, ha ne veze ket ezhomm da gaout armoù da gas anezho da benn. Tamm-ha-tamm e savas rouedadoù evit sikour ar vlenierien kirri-nij saoz da achap kuit eus ar vro ha rouedadoù all da ditouriñ ar BCRA (Bureau Central de Renseignement et d'Action) gall e Londrez hag an Intelligence Service saoz, evel ar Confrérie Notre-Dame savet gant ar gwenedad Gilbert Renault, lesanvet Colonel Rémy.[1] Dañjerus e oa an obererennoù-mañ evit ar rezistanted met ne oa ket ezhomm ivez da vezañ pourveziet gant armoù-tan galloudus evit o c'has. Perviregoù a veze implijet ivez war an hentoù breton da lakaat skoilhoù dindan rodoù otoioù an arme alaman.
E deroù an diskar-amzer 1941 e roas renerezh kuzh ar strollad komunour e Frañs urzhioù evit ma vije kroget gant an drouklazhioù hiniennel hag ar stourm armet a-enep d'an nazied[1]. D’an 20 a viz Here 1941 e voe lazhet en Naoned an ijinour hag ofiser alaman Karl Hotz, Feldkomandant al Liger-Izelañ, gant ur c’hommando komunour, a-drugarez da zaou voled kalibr 6,35 Browning tennet eus ur bistolenn aotomatek Browning Model 1906. Un arm bihan hag aes da guzhat e oa met diaes da implijout a-bell abalamour da vent vihan e galibr. Azasaet e oa mat da oberennoù drouklazh a-dost. Aes e oa da gavout ivez dre ma oa aotreet da bep hini e Frañs kaout un arm-dorn bihanoc'h e galibr evit 7,65 mm er gêr d'en em zifenn abaoz lezennoù miz Ebrel 1939 war an armoù-tan[2]. Dilezet e voe an drouklazhoù ofiserien alaman er straedoù goude ar moustrerezh a zegasjont a-berzh an alouberien. Greunadennoù a voe implijet ivez d'ober gwalldaolioù, evel an hini a-enep d'ar Soldatenheim (Oaled ar soudarded) e Montroulez d'ar 24 a viz Kerzu 1943[3].
Ral e oa an armoù-tan etre daouarn ar rezistanted betek deroù 1944. Servijoù gall ar BCRA ne bourvezient ket kalz ar Rezistañs, gant an aon e vefent implijet gant strolladoù komunour. E 1943 e voe harzlammet armoù e Breizh gant an Intelligence Service hag ar BOA gall, met ar bras anezhe a voe paket gant ar polis hag an Archeriezh Vroadel ha roet d'an alamanted[4].
Implij an armoù bihan evel ar pistolennoù hag ar greunadennoù dreist-holl betek 1943 a ziskoueze ezhommoù ar Rezistañs evit dafar aes da guzhat, da vare oberennoù ne gasent ket d'ur stourm tal-ouzh-tal gant an alouberien war-bouez drouklazhoù soudarded o-unan.
A-hed 1943 e kreskas ar strouezhegoù evel hini Sant-Marc'hell (krouet e miz C'hwevrer) pe hini Saverieg, savet diwezhatoc'h er memes bloavezh ha pourveziet gant tud yaouank o kuzhat diouzh an STO. E-sell da brientiñ un dilestradeg e kornog Europa e savas an ezhomm da greñvaat ar Rezistañs diabarzh en ur bourveziañ anezhe gant armoù-tan aotomatek gouest da vezañ implijet e emgannoù krenn o c'hreñvder evel reoù ur guerilla.
Adalek miz Even 1944 e krogas ar Gevredidi da harzlammañ milieroù a armoù-tan da rezistanted Breizh. 1.000 anezho a oa armet d'ar 6 a viz Even, 9.000 anezho e fin miz Gouere ha 30.000 e miz Eost.[4] Er memes koulz hag an armoù e voe harzlammet skipailhoù SAS (war-dro 490 soudard etre ar 6 hag an 18 a viz Even) evit sikour, stummañ ha frammañ ar strolladoù rezistanted war an dachenn. Pal an amerikaned hag ar saozon a oa rediañ an alamanted da dennañ kuit soudarded eus an emgannoù en Normandi pe lakaat skoilhoù war o hent evit ma n'halljent ket erruiñ di buan, kontroliñ al linenn-houarn Pariz-Brest, ha pourveziañ o soudarded gant heñcherien armet da vare dieubidigezh Breizh.
Fonnus e voe an niveroù a oberennoù harzlammañ armoù e pemp korn Breizh etre miz Even ha miz Eost 1944. D’an 29 a viz Even 1944 da skouer, degadoù a gontenerioù enne pistolennoù Colt 45 ha pistolennoù-mindrailher Sten a voe taolet dre harzlammoù e-kichen ar Marchanderie (Enorzh, Bro-Naoned), re ziwezhat evit bezañ implijet e emgannoù strouezheg Saverieg a oa bet en deizioù a-raok[5]. Stank e voe an emgannoù lec'hel etre rezistanted hag alamaned er mare-se ivez. Er Boulva (Sant-Yann-ar-Biz, Bro-Dreger) e voe implijet da skouer ur fuzuilh-vindrailher saoz BREN en ur spi a-enep da zaou garr-tan alaman d'ar 5 a viz Eost.[6] An armoù-mañ (Sten, BREN hag un tamm nebeutoc'h Colt M1911) a weler stank war luc'hskeudennoù ar strolladoù rezistanted d'ar poent-se, evel da skouer war reoù div strollad FFI eus bro ar Gemene en hañv 1944. Abegoù pleustrek a oa e dibab an armoù-mañ gant ar Gevredidi :
Daoust dezhe bezañ raloc'h war luc'hskeudennoù ar mare-se ha diaesoc'h da renabliñ abalamour d'an doare "nann-ofisiel" ma vezent tapet e c'halle bezañ implijet gant ar rezistanted armoù alaman tapet da vare spioù pe emgannoù evel an MP40, ar garabinenn Mauser 98k pe ar greunadennoù Stielhandgranate 24.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.