Araogenn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un doare rannig yezhadurel eo an araogenn a dalvez da ziskouez natur al liamm etre ur renadenn (peurliesañ un rannfrazenn anv hag un elfenn all er rannfrazenn pe er frazenn. Alies a-walc'h e tenn al liamm-se pe d'al lec'h ma vez kavet ar renadenn pe c'hoazh d'ar prantad pa voe graet, da skouer:
(Araogennoù e druz ; rannfrazennoù araogennek e italek)
- War ar gador emañ ar c'hazh.
- Bez' oan o c'hortoz a-hed an deiz.
- Ne vefont ket achu a-raok dilun.
- O komz gantañ e oamp.
- Aet e oa d'en em goach a-drek an nor