![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2c/%25C3%2581rabe_saidi.png/640px-%25C3%2581rabe_saidi.png&w=640&q=50)
Arabeg saidiek
yezh / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur yezh semitek ar c'hreiz eus is-skourr ar yezhoù arabek eo an arabeg saidiek (صعيدى sa'idi) komzet gant tro-dro da 18,9 milion a dud e su Egipt betek ar vevenn gant Soudan (1996).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2c/%C3%81rabe_saidi.png/320px-%C3%81rabe_saidi.png)
Komzet e vez arabeg egiptek uhelañ eus Asyuut betek Edfu hag er su, ha komzet e vez arabeg egiptek ar c'hreiz e Bani Sweef, Fayyuum ha Gizeh.
Tost a-walc'h eo da arabeg Soudan, dreist-holl e su ar vro, met levezonet-don eo gant arabeg Kaero.
Ne vez ket komprenet ar yezh-mañ gant an dud a gomz arabeg Egipt hervez doare-komz Kaero, met komprenet e vez rannyezh Kaero gant an holl dud hag a ra gant an arabeg saidiek.