Strollad ar Vro Bagan
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Strollad ar Vro Bagan a zo ur strollad c'hoariva.
Savet e voe Strollad ar Vro Bagan e Plouneour-Traezh er bloavezh 1973-1974, e diabarzh Oaled Sevenadurel ar Vro Bagan (1965). E 1979 eo deut da chom da Blougerne el lec'h m'emañ atav bremañ. Adalek 1982 ez eus bet tud a vicher er strollad evit sevel pezhioù diouto o-unan (evit ar vugale hag evit ar re gozh) hag evit ober war-dro ar pezhioù-c'hoari brasoc'h, ma c'hoari tud all ivez ha n'int ket tud a vicher.
Sevel a ra ar strollad pezhioù-c'hoari e brezhoneg, e galleg-brezhoneg, pe e galleg. Danvez Breizh ha Keltia a vez pleustret gant Ar Vro Bagan : ar yezh, ar sevenadur, an istor.
Setu un nebeud pezhioù-c'hoari abaoe ar penn-kentañ:
C'hoariet ez eus bet ivez kalz pezhioù berr e-doug beilhadegoù : Roparz Hemon, Pêr-Jakez Helias, Goulc'han Kervella, Anton Tchekhov, Naig Rozmor ha Pêr-Mari Mevel...
C'hoari poblek evit Breizh, o labourat war ar sevenadur keltiek, hag amzer a-vremañ ar Vretoned...
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.