Antonio Alberico II Malaspina
From Wikipedia, the free encyclopedia
Antonio Alberico II Malaspina a oa ur priñs italian.
Mab e oa da Giacomo Malaspina, markiz Fosdinovo betek 1467 hag aotrou Massa e Carrara betek e varv, ha da Taddea Pico. Pa varvas e dad e 1481 e renas war un dro gant e vreur Francesco, a voe skarzhet eus ar gouarnamant e 1484 hag a rankas mont d'an harlu.
E 1494 e roas bod en e balez e Massa d'ar roue gall Charlez VIII.
Mervel a eure d'an 13 a viz Ebrel 1519, divab, ma legadas e vadoù d'e verc'h Ricciarda a voe aotreet e 1529 gant Carlos V da zerc'hel Markizelezh Massa, hag Aotrouniezhioù Carrara, Moneta hag Avenza.