![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/bd/Antoine-Pierre-Joseph-Marie_Barnave.jpg/640px-Antoine-Pierre-Joseph-Marie_Barnave.jpg&w=640&q=50)
Antoine Barnave
From Wikipedia, the free encyclopedia
Antoine Pierre Joseph Marie Barnave (ganet d'an 22 a viz Here 1761 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Du 1793, a oa ur politiker gall ha, gant Honoré Mirabeau, unan eus gwellañ prezegerien penn-kentañ an Dispac'h Gall.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/bd/Antoine-Pierre-Joseph-Marie_Barnave.jpg/640px-Antoine-Pierre-Joseph-Marie_Barnave.jpg)
Degasadennoù pouezusañ an den eo bet e eskemm lizheroù gant Marie Antoinette evit klask sevel ur vonarkiezh vonreizhel ha bezañ unan eus krouerien ar Feuillants.
Barnet e voe buan d'ar 27 hag 28 a viz Du 1793. Gant nerzh en em zifennas e-unan, met kondaonet e voe da vezañ dibennet d'an 29 a viz Du 1793, gant ar Garde des Sceaux kozh, Duport-Dutertre.
Beziet e voe er Chapelle expiatoire e Pariz.