Anne Hyde (1638-1671), pe Anne Stuart, a voe pried kentañ James, dug York, a voe roue Breizh-Veur (Jakez VII Bro-Skos), a oa dugez York, a-raok bout rouanez Bro-Saoz, ha mamm d'ar rouanezed Mary II hag Anne Breizh-Veur (1665–1714).

He buhez

Merc'h e oa da Edward Hyde (1609-1671), a voe anvet diwezhatoc'h Iañ kont Clarendon, ha da Frances Aylesbury.

A-raok hec'h eured e oa dimezell a enor gant Mary, Princess Royal and Princess of Orange.

Katoligez

Thumb
Anne Hyde, poltredet gant Peter Lely
Thumb
Anne Hyde, poltredet gant Peter Lely, war-dro 1670

Treiñ a reas da gatoligez, e kuzh, en desped d'he ziegezh anglikan.

Un toullad sizhunioù goude genel he bugel diwezhaén e varvas er palez St. James ha beziet e voe en Abati Westminster.


Goude he marv e troas hec'h intañv ivez da gatolig.

War-lerc'h ar roue James n'eus ket bet katolik ebet o ren e Breizh-Veur.

War-lerc'h Anne Hyde n'eus bet Saozez ebet o timeziñ d'un danvez roue saoz, ken na zimezas Diana Spencer da Charlez (priñs Kembre) e 1981.


Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.