From Wikipedia, the free encyclopedia
Anna Elizabeth Klumpke (1856-1942), a oa un arzourez stadunanat, ganet ha marvet e San Francisco, hag a vevas pell amzer e Bro-C'hall.
Mont a reas da chom da Bariz pa ne oa nemet 15 vloaz. Deskiñ a reas livañ gant al livour gall Pierre Auguste Cot. Daremprediñ a reas Rosa Bonheur ha bevañ ganti e kastell By, e Thomery (Seine-et-Marne), betek marv Rosa Bonheur, en 1899. Distreiñ a reas d'ar Stadoù-Unanet ha mervel da 86 vloaz.
Merc'h e oa da John Gerald Klumpke, ganet pe e Bro-Saoz pe en Alamgn, ha hennezh a oa marc'hadour tiez pinvidik e San Francisco. He mamm, Dorothea Mattilda Tolle. Anna ar bugel henañ, ha seizh bugel all a oa. Dorothea Klumpke-Roberts a voe steredoniourez, Julia Klumpke bioloñsourez, hag Augusta Déjerine-Klumpke, a voe medesinez-nervennoù e Pariz.
Da 3 bloaz e oa kouezhet Anna ha torret he doa askorn he morzhed. Da 5 bloaz e kouezhas adarre hag e voe taget gant an osteomyelitis, gant arthritis en he daoulin. Poaniañ a reas he mamm d'he fareañ, betek mont ganti hag he c'hoarezed da gêr Berlin da welout ur medisin brudet, Bernhard von Langenbeck.
18 miz e voe en ospital, gant kibelladennadoù tomm e Kreuznach. Siwazh, efed ebet ne voe, hag Anna a chomas kamm a-hed he buhez. Ta ma oant en Europa e reas o mamm he seizh gwellañ da reiñ deskadurezh vat dezho. Met an amzer tremenet en Europa a lakaas an darempred etre he zud da vont da fall. Pemzek vloaz e oa Anna pa voe torret o dimeziñ. Gant he c'hwech bugel ez eas he mamm da chom da Alamagn, da gêr Göttingen, ma vevjont ur pennad gant c'hoar Mattilda, dimezet d'un Alaman. Anna hag he c'hoar Augusta ac'h eas d'ar skol da g-Cannstatt, e-kichen Stuttgart. Pa oa 17 vloaz ez eas an tiegezh da chom da g-Clarens, e-kichen al lenn leman, e suis,ma tremenas daou vloaz en ur skol-lojañ.
Pa oa bugel he devoa bet Anna ur vergodenn "Rosa", diwar ur patrom diwar zorn Rosa Bonheur, ken brudet en amzer-se ma veze graet mergodennoù diwar he fatrom. Abaoe he oad teneraén eta e oa bet levezonet Anna gant an arzourez c'hall. En em gavout a reas gant Rosa Bonheur e miz here 1889, war zigarez jubenniñ evit ur marc'hadour kezeg. Prestik goude edont o chom o-div e kastell Bonheur e Thomery, e-kichen Fontainebleau, ha padout a reas o darempred ken na varvas Rosa e 1899. Gant Rosa e oa bet lakaet da bennhêrez. Gwerzhañ a reas oberennoù ar C'hallez e 1900 da sevel ur priz arzel hag ur mirdi Rosa Bonheur e Fontainebleau .
Goude marv Bonheur e vevas Klumpke etre div vro ha teir c'hêr, Bo-C'hall ha SUA, Thomery, Boston, ha San Francisco, ar gêr ma teuas da chom er bloavezhioù 1930. E-pad ar brezel-bed kentañ e savas un ospital evit ar soudarded en he zi, e Thomery.
E 1940, pa oa 84, ec'h embannas Anna Klumpke he Memoirs of an Artist. Mervel a reas e 1942, da 86 vloaz, e San Francisco, he c'hêr c'henidik.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.