An Ankoù a vez graet e brezhoneg eus ar marv, pe gentoc'h eus oberour ar marv, an hini a zegas ar marv d'an dud hag a gaver e meur a gontadenn.

Thumb
Ankoù o yudal, ouzh an iliz e Bulad-Pestivien, Kerne-Uhel.
Thumb
An Ankoù, er Roc'h-Morvan, Leon

Mojennoù

Dastumet eo bet ar braz eus ar mojennoù diwar-benn an Ankoù e dibenn an XIXvet kantved gant Anatol ar Braz en e levr Légende de la mort chez les Bretons armoricains.
Hervez ar mojennoù e teu gant e garr (karr an Ankoù, karrigell an Ankoù, karrig an Ankoù) da zastum an Anaon. Pa glev un den wig ha wag karr an Ankoù eo tost dezhañ e dermen, pe da unan kar dezhañ. Hag an hini er gwel a varv e-kerzh ar bloaz.

Arz breizhek

Kizellet eo bet an Ankoù en ilizoù Breizh-Izel, evel e Bulad. Div zelwenn zo ivez eus an Ankoù, o-div eus ar XVIIvet kantved:

Lennegezh

  • An Ankou dimezet, kontadenn gant Dir-na-dor
  • Dremm an Ankou. Abeozen.
  • An den etre an anken hag an ankoù etre an neñv hag an ifern, gwelet a-dreuz darn eus ar c'hantikoù. Frañsez Kervella. Hor Yezh - Lesneven. 1981

Anvioù roet d'an Ankoù

  • Erwanig Plouilio, anv an delwenn
  • Paotr e falc'h

A bep seurt

  • Ankou de Rennes, anv ur c'hleub mell-droad amerikan e Roazhon

Notennoù

Liammoù diavaez

Levrlennadur

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.