Amsterdam Zuidoost
From Wikipedia, the free encyclopedia
Amsterdam Zuidoost ("gevred" e nederlandeg) a zo unan eus ar 15 karter (stadsdelen e nederlandeg) a ya d'ober Amsterdam, kêrbenn an Izelvroioù. E Zuidoost e kaver Bijlmermeer, Venserpolder, Gaasperdam, ar gêriadenn Driemond, an takad greanterezh Amstel III/Bullewijk m'emañ "ArenA Boulevard". 84 811 annezad a zo, ha 22,08 km² eo gorread ar c'harter. Ouzhpenn 130 broadelouriezh a gaver er c'harter : 30% a dud a orin izelvroat, 30% a orin eus Surinam, 23% a orin eus Afrika, 6% a orin eus an Antilhez Nederlandat ha 2% a orin eus Maroko. Un ezklozadur eo Amsterdam Zuidoost, rak n'eo stok ouzh karter ebet eus Amsterdam.