Amapá
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Amapá (distagadur portugalek LFE: [ɐmɐˈpa]) zo unan eus 26 stad Brazil, e norzh-biz ar vro, sko ouzh ar Meurvor Atlantel, stok eo ivez ouzh Gwiana c'hall, a zo un departamant tramor eus Bro-C'hall, hag un tamm bihan ivez ouzh Surinam. Macapá eo ar gêr-benn. Er rannvro Norte emañ.
Dont a ra an anv eus ar ger amapaba, e yezh nheengatu, a dalvez kement ha "douar a echu".
Gweladennet e voe aod Amapá gant ar moraer spagnol Vicente Yañez Pinzón. Gant peder c'haravelenn e tegouezhas Pinzón d'ar 26 a viz Genver 1500 dirak aod Brazil, ha moarvat e oa Beg-douar Santo Agostinho, e Pernambuco.
Skarzhet e voe ar Saozon hag Izelvroiz gant Portugaliz. Bro-C'hall a lavaras bezañ perc'henn d'an douaroù, reizhet e voe an afer gant feur-emglev Utrecht e 1713, a spisae an harzoù etre Gwiana ha Brazil. Hervez tud Brazil ne voe ket doujet d'ar feur-emglev gant ar C'hallaoued.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.