From Wikipedia, the free encyclopedia
Amalie von Schintling (9 a viz Eost 1812 - 22 a viz Kerzu 1831 e Neustadt an der Donau) a oa ur goantenn alaman e rouantelezh Bavaria en XIXvet kantved. Ar roue Ludwig Iañ Bavaria a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ, ha war ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened, e kastell Nymphenburg, ma'z eus dastumet 36 poltred eus itronezed a renk uhel eus kêr München, brudet-bras o c’hened.
Da zimeziñ e oa da Fritz von Schintling, ur c'henderv dezhi. Mervel a reas a-raok an eured, d'an oad a 19 vloaz, diwar an dorzhellegezh. Echuet e voe e daolenn gant Stieler nebeut amzer a-raok he marv.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.