![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/da/Alyah_1948-2007_en.svg/langbr-640px-Alyah_1948-2007_en.svg.png&w=640&q=50)
Aliyah
From Wikipedia, the free encyclopedia
Aliyah (hebraeg: , עלייה, "pignidigezh") a vez graet eus enbroiñ ar yuzevien e Stad Israel. Ent-hengounel e veze implijet ar ger-se evit merkañ an enor da lenn tammoù eus an Torah er sinagogennoù.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/da/Alyah_1948-2007_en.svg/640px-Alyah_1948-2007_en.svg.png)
Evit daou abeg ez eo an Aliyah unan eus diazezoù pennañ ar Sionouriezh :
- lakaat yuzevien eus ar bed a-bezh da guitaat o broioù (abalamour d'an enepyuzevegezh) ar muiañ ar gwellañ ;
- mirout an tu-kreñv yuzev e poblañs Israel.
E hebraeg Israel e vez graet oleh (עלה), olim el liester, eus an enbroerien yuzev.