![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/de/Di_stefano_real_madrid_cf_%2528cropped%2529.png/640px-Di_stefano_real_madrid_cf_%2528cropped%2529.png&w=640&q=50)
Alfredo Di Stéfano
From Wikipedia, the free encyclopedia
Alfredo Stéfano di Stéfano Laulhé (pell anavezetoc'h evel Alfredo Di Stéfano), bet ganet d'ar 4 a viz Gouere 1926 e Barracas (ur c'harter eus Buenos Aires, Arc'hantina) hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Gouere 2014 e Madrid (Spagn), a oa ur melldroader etrebroadel spagnol a orin arc'hantinat aet da c'hourdoner da-heul e amzer c'hoarier.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/de/Di_stefano_real_madrid_cf_%28cropped%29.png/320px-Di_stefano_real_madrid_cf_%28cropped%29.png)
N'en devoa c'hoariet nemet c'hwec'h krogad gant skipailh broadel Arc'hantina, an holl anezhe e-kerzh ar bloavezh 1947 ; ne viras ket outañ a verkañ c'hwec'h pal koulskoude.
Broadet e oa bet spagnol d'an 13 a viz Here 1956 ha c'hoariet en devoa gant skipailh broadel Spagn, evit ar wech kentañ, d'an 30 a viz Genver 1957 : gounezet e oa bet 5-1 ar c'hrogad a vignoniezh-mañ ouzh skipailh an Izelvroioù ha plantet tri fal gant Di Stéfano. Tregont krogad etrebroadel all en devoa kemeret perzh enne betek an hini diwezhañ (1-1), c'hoariet e Pariz ouzh skipailh Bro-C'hall d'an 10 a viz Kerzu 1961.