Alfonso Iañ Aragon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Alfonso Iañ (war-dro 1073- 1134), lesanvet el Batallador, a oa roue Aragon ha roue Pamplona adal 1104 betek e varv en 1134.
Mab e oa d'ar roue Sancho Ramírez, pe Sancho Iañ Aragon (roue Aragon ha Pamplona entre 1063 ha 1094) ha d'e eil pried Félicie de Roucy. Ren a reas war-lerc'h e hantervreur, Pedro Iañ Aragon. Ur roue brezelour e voe, ha brasaat a reas e rouantelezh, kemer Zaragoza diwar-goust Muzulmaned taifa Zaragoza, ha lodenn greiz traonienn ar stêr Ebro.
Dimezet e oa da Urraca Iañ León en 1109, ha neuze e oa roue León, roue Kastilha ha roue Galiza en he ser. neuze e kemeras an titl a « Impalaer León ha roue Spagn en he fezh » pe « Impalaer Spagn en he fezh ».
En 1114 e tispartias an daou bried, dre ma ne roe ar wreg rouanez mab ebet d'ar roue, ha rannet e voe o div rouantelezh, ha dre ma rae an uhelidi o seizh gwellañ evit terrién an unaniezh.