Al-Idrisi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Al-Idrīsī, a oa e anv leun Abu Abdallah Muhammad Ibn Muhammad Ibn Abdallah Ibn Idris al-Qurtubi al-Hasani, a oa un douaroniour hag ul louzawour genidik eus Spagn. Ganet eo bet e Ceuta, war-dro 1100, ha marvet eo war-dro 1165. Brudet eo abalamour d’e skridoù, dreist-holl e levr douaroniezh anvet Kitâb Nuzhat al Mushtâq pe Kitâb Rudjâr pe Levr Rojer. Savet e voe al levr-se war c’houlenn Rojer II, roue norman Sikilia, evit reiñ displegadennoù diwar-benn ur gartenn vras, savet gant Al-Idrīsī.