Ur stêr (kembraeg : afon) e menezioù Meirionnydd e kreisteiz kontelezh Gwynedd eo an Afon Cynfal.
Un anv den e vije Cynfal, da dostaat ouzh Cynan e kembraeg, ouzh Konvael ha Konan e brezhoneg.
Redek a ra a-hed 10 km eus harzoù ar Migneint da gemberiñ gant ar stêr Dwyryd.
Kaoz zo anezhi e meur a gontadenn-bobl.
Llech Gronw
Mont a reer da welout Llech Gronw pe Llech Ronwy, pezhioù sklentennoù hir ha toull e-kichen Llety Nest tost d'ar Bont Newydd. Hervez ar vojenn ez eo ar maen a voe lakaet gant Gronw Pebr (pe : Gronwy Pefr), unan eus harozed ar Mabinogi, etre eñ ha goaf Lleu Llaw Gyffes. Serc'heg e oa da Vlodeuwedd ha mennout a reas Lleu Llaw Gyffes kas an dorzh dezhañ pa oa bet o kousket gant e vestrez. Teurel a reas e c'hoaf dezhañ, ha treuzet e voe ar garreg ha korf Gronw ivez ; setu an istor a lenner e Math fab Mathonwy, pevare skourr ar Mabinogi.
Nepell alese emañ Bryn Cyfergyr (Bryn Cyfergyd hiziv), meneget ivez er pevare skourr.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.