![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6e/Rpg-project_0.64a_shot58.jpg/640px-Rpg-project_0.64a_shot58.jpg&w=640&q=50)
Action-RPG
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Action role-playing game pe action-RPG (berraet en A-RPG) zo un doare c'hoari video o kendeuziñ an RPG gant ul lodenn c'hoari oberiant. An diforc'h bras etre un ARPG hag ur c'hoari video RPG boaz a vez en emgannoù. En ur c'hoari RPG boaz e vez tro-ha-tro an dagadennoù, padal en un ARPG e vez sevenet an emgannoù evel en ur c'hoari oberiant. Alies e vez implijet doare d'ober ar c'hoarioù video oberiant doare hack and slash pe c'hoarioù tenn.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7c/Rpg_video_game.svg/220px-Rpg_video_game.svg.png)
An Action role-playing games a c'hell bezañ kemmesket ivez gant doareoù c'hoarioù video all evel ar re oberiant-avantur, gant kefridioù da seveniñ ha lodennoù an RPG a-fed gwellaat un dudenn. An tu a zo ivez da welet ur c'hemmesk gant ar massively multiplayer online role-playing games (MMORPGs) gant ur sistemm emgannañ oberiant ha n'eo ket tro-ha-tro.