Abou Bakr
From Wikipedia, the free encyclopedia
Abou Bakr As-Siddik, ganet tro 573 ha marvet d'an 23 a viz Eost 634, eus e anv gwirion Abdu Llâh (pe 'Atîq) Ibn Abî Khâfah (arabeg: أبو بكر عتيق “الصديق” بن أبي قحافة), lesanvet al-SiddîK (ar Gwirieg), a oa ur c'heneil d'ar profed Mohammed, deuet da vezañ da c'houde penn relijiel, politikel ha milourel. Bez e oa bet hêr d'ar profed Mohammed ha kentañ kalif an islam, eus ar bloavezh 10 betek 12 goude an Hijra (an deiziataer islamek) eus 632 da 634 hervez an deiziadur gregorian.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/3/3e/Abu_Bakr_und_Muhammad_finden_Zuflucht_in_der_H%C3%B6hle_Thaur_%28aus_Siyer-i-Nebi_1595_n.Chr.%29_%28Abu_Bakr%29.jpg)